Thérèse Kere - 'm oa ket 'meit triwec'h vlez (Langedig - Brelevenez)
Автор: Klub an Teadoù Fall
Загружено: 2026-02-13
Просмотров: 32
Описание:
Ganet eo Thérèse Kere er blez 1925 e Langedig ha daet eo da chom da Vrelevenez.
Enrollet eo bet ar ganenn-mañ get Radio Bro Gwened e-pad Kan ar Bobl Kervignag d'an 10 a viz Meurzh 1991.
Ni ' drugereka Radio Bro Gwened bout raet an aotre deomp da lekel ar ganenn-mañ àr Youtube.
Komzoù ar ganenn :
‘m oa ket ‘meit triwec’h vlez ha pa garen ur plac’h, o x2
M’ he cherise, a-dra-sur m’ he c’hare
teir gwezh bemdeiz eh aen d’he gwelet
Na me monet un deiz (é) soñjal d’he cherisiñ, o x2
Ha m’ he c’havas klañv bras àr he gwele
he c’halon atav ma c’hare
Galant mar ma c’harit, gouloù din alumit, o x2
Ha lakait dezhoñ ‘tal kornig ma(n) gwele
Ha c’hwi ma(n) gwelay é vervel
‘r galand-se huanade, a-dra-sur eñv ‘ ouele, o x2
Eñv ' huanade, a-dra-sur eñv ‘ ouele
é welet e zous é vervel
Tavit, tavit ma mab, tavit ne ouelit ket, o x2
Tavit ma mab, tavit ne ouelit ket
Ne vanka ket merc’hed er bed
Ne vanka ket merc’hed, merc’hed da driwec’h vlez, o x2
Ne vanka ket merc’hed da driwec’h vlez
en deus argant, en deus danvez
Gwell eo genin ma mamm, ur verc’h get he abid, o x2
Evit [m’ema] merc’h marc’hadour gran*
a zo g(et) an aour hag an argant
*gran = greun
Повторяем попытку...
Доступные форматы для скачивания:
Скачать видео
-
Информация по загрузке: