[?] - Tri gemener ag an Turki (Rianteg)
Автор: Klub an Teadoù Fall
Загружено: 2026-01-30
Просмотров: 29
Описание:
Enrollet eo bet e-pad kamp ar Falz er blez 1964 e Rianteg, get Claudine Mazeas.
Maleuruzamant ne ouiomp pe a gas na pe a ziskan er ganenn. Gellet a raehe bout Jacques an Arbouled é tiskan met 'd omp ket sur kant dre gant.
Trugarekaat a raomp Dastum bout raet an aotre deomp da lekel ar ganenn-mañ a-barzh er Youtube.
Dastum : https://www.dastumedia.bzh/dyn/portal...
Komzoù ar ganenn :
Tri gemener ag an Turki
drip a drip a drip, fall a-walc’h a oa, o ge
‘ zo daet da wriad [d’ hon] ti-ni
‘ oant ket kaer arru get an treuzoù
ha pa c’houlennant ag o leinoù
Lakait ar baelon àr an tan
frintit krampouezh d’ar gemenerion
B(ep) a heni ugent koublad [lardet/krampouezh]
oa bet frintet d’an tri milliget
Ar bras a lâre d’ar bihan
ma(m) bou(ze)lloù-me ‘d eo/eus* ket c’hoazh lan*
Nag ar bihan ‘ lâre d’ar bras
ma(m) bou(ze)lloù-me ‘ ra ket c’hoazh kaz
Mar faot deoc’h kig get ho para
kerzhit d’ar solier* da logota
Mes pa oant waet ‘barzh er solier*
ne oa ket ar logod er gêr
Nag ar logod nag ar razhed
‘ oant waet d’ar foer da Langoned
‘ oant waet d’ar foer da Langoned
e’it bout gwerzhet e-lec’h roñsed
Mar bez foer vat e vint gwerzhet
tout o lostoù a vo klomet*
mar o c’hlomit, klomit-int berr
ha klomit dezhe-(int) a-rez [g(et)/d’] o revr
Ha setu achu ma sonenn
ha lost erbet ‘ziàr an drezenn
Ha lost erbet ‘ziàr lost ar c’harr
an heni a oui a lâray c’hoazh
*lan = leun
‘d eus ket = ‘d eo ket ; fariet ‘ vez lies etre an naou geneomp-ni
soner = soler
klomet = koulmet = skoulmet
Повторяем попытку...
Доступные форматы для скачивания:
Скачать видео
-
Информация по загрузке: